Page title

Corps de la page

Priz lennegel brezhonek kêr Gwened

Posté le 18/06/2011

• Détails de l'album

Aet eo ar maout gant Riwal Huon ! Aet eo ar maout gant Riwal HUON e Saloñs al levrioù kêr Gwened ! Evit an trede gwezh, e-korf ur bloaz, ez eus bet deroet ur priz lennegel da Riwal Huon evit e romant "Ar marc'h glas". Ar brud zo gantañ ! Un danvez skrivagner deus ar re wellañ eo Riwal Huon. Un den entanet evit ar brezhoneg hag a oar kizellañ frazennoù gant gerioù diuzet, un heson barzhoniel dezho. Ur skrid fromus ha frealzus eo o lakaat splann war-wel kizidigezh kalon ar skrivagner hag e zoujañs d'e nesañ. Goude bezañ tremenet dibreder bloavezhioù yaouankiz war ar maez e teuy blaz ar c'hwerv d'en em silañ e planedenn Gwenole, tudenn ar romant. Graet freuz-stal gant e dud ha seziz war o atant e vint holl rediet da vont da vevañ e kêr, ur bed nevez ha dianav dezho. N'eo ket Gwenole paotr ar skol ; neuze ez aio-eñ da zarbarer gant Marsou, un toer diouzh e vicher ha mignon d'e dud. Hennezh o ren ur vuhez a seblant bezañ didrabas gant ma seller ouzh he diavaezioù hepken. Ur sell paret war ur bed kriz ha tener, e tezrevell an oberour deomp trubuilhoù ha prantadoù eurvad a ya d'ober planedenn Yann Toer, ha se gant un doare skrivañ simpl hag efedus. Ur gwir lennegezh eo romant Riwal Huon hag ur skouer deus an dibab d'an neb a vez douget d'ar skrivañ, pe tik gant al lenn. Ul levr aes ha plijus da lenn eo "Ar marc'h glas" o kas al lenner da heul Gwenole hag e donkadur. ■

• 0 Réaction

Soyez la première personne à réagir

Widgets

Calendrier

28 Février 2026
Voir le calendrier

Espace membre

Aucun évènement à venir

Livre d'or

Pas encore de message sur le livre d'or.

Dernières modifications

Météo

Météo indisponible, merci de votre compréhension
La météo n'est pas disponible pour cette ville.

Forum

Pas encore de message sur le forum

Facebook

Vous avez un compte Facebook ?
Ça tombe bien, nous aussi